Baby Love

"Baby Love" a zo ur ganaouenn saoznek, enrollet gant The Supremes evit Motown d'an 13 a viz Eost 1964 e studio A Hitsville U.S.A., hag embannet d'ar 17 a viz Gwengolo 1964. 2 vunutenn ha 36 eilenn e pad ar ganaouenn, M 1066 eo he dave e katalog Motown. Savet ha produet e voe gant Holland–Dozier–Holland (H–D–H). Etre ar 25 a viz Here hag an 21 a viz Du 1964 edo ar ganaouenn er Billboard pop e SUA,,,. Er memes koulz edo e chart ar pladennoù single er Rouantelezh-Unanet. Gwelet eo evel unan eus kanaouennoù brudetañ dibenn an 20vet kantved, hag emañ e 324vet renk Listennad ar 500 kanaouenn wellañ bet embannet hervez Rolling Stone.


Developed by StudentB